León

León
este León esconde algo...

Ratón

Ratón
y este Ratón también...

martes, 29 de diciembre de 2009

Bretón

AL LEON HAG AL LOGODENN

1
Ur wech e oa ul logodenn a zeuas er-maez eus he douarenn hag a gejas gant ur mell leon.

2
Fellout a rae d'al leon debriñ anezhi.
- Mar plij, leon, na zebr ket ac'hanon. Marteze, un devezh, az po ezhomm ac'hanon.
Hag al leon ha respont.
- Penaos am befe ezhomm ac'hanout, ha te ken bihan !

3
Al leon, deuet truez dezhañ ouzh ul logodenn ken bihan, a laoskas anezhi da vont.
Un devezh e klevas al logodenn yudadennoù spontus. Al leon 'ni oa.

4
Pa erruas war al lec'h e kavas al leon paket en ur roued.
- Saveteiñ a rin ac'hanout, eme al logodenn.
- Penaos e rafes, ha te ken bihan, da gas da benn ul labour bras evel-se ?

5
Stagañ a reas al logodenn da grignat kerdin ar roued ken na voe dieubet al leon.

6
Diwar an deiz-se e voent mignoned da viken.

1 comentario:

  1. otro dialecto regional, el bretón, de Francia, regalado por Diwan Jakez

    ResponderEliminar